skoliet gantho ? Mad, euz ar re-ze eo e komz Hor Zalver, pa lavar attendite a falsis prophetis, diouallit ouz ar fals-propheted.
Mes, penaoz ho anaout pa’z int ken henvel ouz ar wella kristenien ? Sellit, ha sellit piz ouz ho oberou ; dioc’h kement-ze eo barn pep unan. Ne lavaran ket, evesait ouz eunn dra pe eunn all ; rak falla den zo var ann douar a c’hell ober eur vad bennag ; hag eur guir gristen ive a fazi meur a vech ; mes evesait ouz ho buez hed a hed, ha c’hui a velo pe hi zo leal ha guirion, pe ne d’int ket. Evitho da gaout komsou flour ha troet brao, ma ne viront ket, penn-da-benn, gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, tec’hit dioutho ; rak, dindan kroc’henn eunn danvad, ez euz aze eur bleiz iud ha kriz.
Mes, n’eo ket aoualc’h d’eomp kas hon amzer oc’h en em ziouall ouz ar fals-propheted ; ret eo ive sellet ouzomp hon-unan, gant aoun ne vemp ket didamall.