Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 256 —

ouz ar fals-propheted ; rak, evel ma’z euz prezegerien leal, ne glaskont nemed lakaat ar virionez da bara sklear ha skeduz dirag daoulagad ann holl, bez’ ez euz ive re all a gerz var roudou Satan, roue ann devalijenn, hag a labour da skigna ar gaou, muia ma c’hellont.

Mes, piou eo ar fals-propheted ? Ann dud direiz ha diboell a zo peurvuia unanou bennag anezho e peb parrez ? Oh ! nann. Ar re-ze, evit guir, a ro gual skuer d’ho nesa ; hag evel ma’z omp holl douget d’ann droug, hiniennou a ia d’ho heul. N’eo ket avad e vemp tromplet gantho ; rak, pa ne zellont petra d’ober na da lavaret, ho anavezer buhan aoualc’h evit ar pez ma’z int. Dishenvel kalz eo ar fals-propheted. Koulz hag ar rumm all, enebourien int da Zoue ha d’he Iliz, guerzet d’ann diaoul. Mes, gouzout a reont, ar geier hag ar fallagriez dizolo ne blijont ket d’ann dud a zoare. Evit ma vezint digemeret eo ret ho liva brao ha kempenn.