Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 252 —


Doue ne rai ket evel-se d’eomp. Klevit Jezuz o lavaret d’he ziskibien : Truez am euz ouz ann dud keiz-ma. Ia, melkoniet eo he galoun garantezuz o c’houzout n’o deuz tamm da zibri. Pa velit eur mignoun pe eunn amezeg o kemeret perz enn hoc’h ankeniou, daoust ne c’hell ket ho tizamma, evelato c’hui gav skanvoc’h ar beac’h. Pebez vad ne rai ket eta d’eur c’hristen enkrezet ar zell a drugarez great outhan gant he Zoue !

3. Ha m’ar d’eo aliez dic’halloud ann dud d’ho tiskarga euz poaniou korf pe boaniou spered, peger braz c’hoant bennag o defe d’hen ober, Doue a zo gouiziek he zourn hag he vreac’h nerzuz.

Me laka oa glac’haret ann diskibien pa velent ar bobl dare gant ann naoun ; mes, ec’hiz a leveront, penaoz kaout eur pred evit kement all a dud ? Hor Zalver ne yezo ket nec’het. Seiz bara hag eunn nebeut peskedigou kresket dre he vennoz a vezo aoualc’h evit ann holl; ha goude