Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 253 —

m’o deuz debret ar pez a garent e kaver c’hoaz peadra da leunia seiz paner.

Pa evesaot mad ouz ar gentel-ma, eneou kristen, n’o pezo-c’hui ket a leac’h da ruzia euz ho puez tremened ? Ped guech n’oc’heuz-c’hui ket savet ho mouez d’en em glemm euz ar stad m’oac’h lakeat gant Doue ! Pa ne zeu ket ann heol-tomm hag ar glao d’ar mare eo a zonjit ar guella, n’emaoc’h-c’hui ket raktal o tamall ann Hini a c’houarn ann traou-ze ? Ne vec’h c’hui ket dalc’h mad nec’het gant aoun n’o pe ket a vara pe zillad ?

Ne ouzoc’h ket eta ec’h anavez Doue hoc’h ezommou, en deuz truez ouzoc’h ha galloud d’ho tiboania ? Pa gredit c’hui, gant ho skiant berr, eo kollet pep tra hag erru ar gernez er vro, neuze, e nebeutoc’h amzer eged na lakaan d’hen diskleria d’ehoc’h, dourn madelezuz ann Aotrou Doue zo goest da leunia ho ti a vadou. Meur a vech, a dra zur, ho lezo da gaout poan ha dienez, evit guelet ha c’hui