Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 251 —

deuet a bell, hag ar guasa c’hoaz eo n’o deuz tamm da zibri : Ia, ar boan a gemerit evit heulia he c’hourc’hemennou ha re ann iliz, evit herzel ouz ar bed, ar c’hik pe ann diaoul, a zo anavezet gant Doue. Pa ziouerit hoc’h eaz hag ho plijadur, evit senti outhan ; pa c’houzanvit dienez pe anken, her guelet a ra gant eunn taol lagad hebken. Ha ne vezo ket ar zonj-ze goest da gennerza ha da laouenaat ho kaloun ?

2. Koulzgoude, petra dalvezo d’eomp ann anaoudegez en deuz Doue euz hon ezommou, mar be didruez enn hor c’henver ? Evit ann dud, a zo peurvuia kriz aoualc’h ann eil ouz egile ; hag hirio e c’heller lavaret evel guechall : Donec eris felix, multos numerabis amicos, etc., pe, e brezounek :


Bezet danvez hag euruzdet,
C’hui gavo ’leiz a vignouned,
Mes,           Deuet paourentez pe glenved,
Gant ann holl e viot dilezet.