Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 248 —

Ma vec’h aliet gant ho konfesour da zilezel darn euz ann devosionou a blij muia d’ehoc’h, evit ober egiz ann holl, senti a rafec’h outhan ?

Ma lavar ho koustianz ia d'ann daou c’houlenn-ze, bezit dinec’h, rak nemaoc’h ket o vale var roudou ar Skribed hag ar Pharizianed ; heb kaout kalz a vrud c’hui a heulio guelloc’h egetho lezenn Doue. Evel-se-bezet-great.





C’HUEC’HVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Mark, Chab. viii.)


————


D’ar mare-ze, evel m’en end gave enn dro d’ezhan eunn niver braz a dud ha n’o devoa tamm da zibri, Jezuz, o veza galvet he ziskibien, a lavaraz d’ezho : truez am euz ouz ar bobl tud-ma ; rak, setu dija tri devez emaint ouz va heul, ha n’o deuz ket peadra da zibri ; mar