Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 247 —

varnoc’h ; hoc’h aluzennou a vezo brudet ; enn eur ger, kement vad a reot a vezo anavezet dre bevar c’horn ar vro. Ann dra-ze, emezoc’h, a zo evit kentelia ar re all. E c’hell beza, a dra zur. hag ar skuer vad a blij da Zoue. Mes, diouallit na ve prenv ann ourgouill o krignat hoc’h oberou santela ; rak n’o defe neuze talvoudegez ebet evit ann env, ha n’o pe evitho nemed meuleudi ann dud, a zo eunn digoll gual dister.

Avechou ive e teui c’hoant d’ehoc’h da choaz devosionou hag oberou, kaer evit guir, mes goest da lakaat ann dud souezet pe da zireiza ofisou ha giziou ar barrez ; ha marteze evit heulia ho froudenn zantel c’hui a lezo kalz traou all talvoudusoc’h. Diouallit na ve adarre ann drouk-spered oc’h ober d’ehoc’h koll amzer. Evit gouzout ha c’houi zo enn hent mad, evesait ouz kement-ma :

Ma ne ve nemed Doue o sellet ouzoc’h, beva a rafec’h evelato er memez doare ?