evel-se ; ha gouezit mad kement-ma : Neb en deuz buanegez ouz he vreur ne vezo ket didamall, ha ma lavar komsou a ve eunn dismegans evithan e ra aoualc’h evit kueza enn ifern.
Na zalc’hit eta kasouni ebet enn ho kaloun ; ha ma c’houfec’h zoken en deuz ho nesa ienien ouzoc’h, daoust n’o pe, gant gouiziegez, roet tro ebet d’ezhan da glemm, it evelato d'en em glevet ganthan, ha Doue ive ho tigemero neuze gant brasoc’h karantez.
A viskoaz euz bet, ha bepred e vezo var ann douar tud henvel ouz ar Skribed hag ar Pharizianed. Pa ne c’hell ket hor poulza enn dizurz nag olïer d’eomp dilezel servij Doue, ann diaoul a glask laerez diganeomp ar mirit euz hon oberou mad, hag aliez, siouaz, e teu a benn euz he daol treitour.
Dre ali ann trompler-ze, ar gommunion, hent-ar-groaz, etc., a vezo great p’en em gavo muia daoulagad o para