Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 249 —

ho lezan da vont d’ar gear var inn, e chomint enn hent, rak darn anezho a zo deuet a bell. Hag he ziskibien da lavaret d’ezhan raktal : A be leac’h e oufe den, er plas distro-ma, kaout bara da derri ho naoun d’ezho ? Hag e c’houlennaz outho : Ped bara oc'h euz ? Seiz, emezho. Neuze e kemennaz d’ar bobl azeza var ann douar ; hag o kemeret ar seiz bara, e reaz eur beden varnezho, ho rannaz, hag ho roaz d’he zizkibien da lakaat dirak ann dud-ze, hag ho lakejont. Bez’ o devoa ive eun nebeut peskedigou ; benniga a reaz ive ar re-ze, hag e kemennaz ho zervicha. Ann holl a zebraz, ha p’o devoue bet aoualc’h, euz ann tammou chomet var ho dilerc’h e oue savet seiz panerad ; hag euz ar re o devoa debret ez oa vardro pevar mil. Jezuz neuze ho lezaz da vont kuit.