Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 240 —

varnez dastum eunn eost pinvidik, setu eur barr arne o kas ar madou-ze da goll, hag ar perc’henn guasoc’h tizet eged biskoaz.

Petra zo kaoz ? Ar c’hristen dievez-ze a fizie var he vouiziegez he unan ; n’edo ket Doue ganthan. Kement-ma a zell ouz ar micherour, hag ar marc’hadour koulz hag ouz al labourer douar ; ha penaoz e vezo Doue enn tu gantho mar bevont er pec’hed, mar greont fae var he c’hourc’hemennou ? Taolit evez eta na lakafec’h, dre eunn dizurz bennag, Jezuz da bellaat diouzoc’h ha diouz ho tiegez. Grit, er c’hontrol, kement a vezo enn ho kalloud evit ma chomo ganehoc’h bepred. Evel sant Per neuze, gant nebeutoc’h skuizder ha berroc’h amzer, c’hui a c’hounezo muioc’h a vadou.

Mes, holl danvez ar bed-ma a zo gual dister evit digoll ann den a labour aliez beteg diverra he iec’hed hag he vuez ; ha c’hoaz, rouez eo ar re a deu pinvidig