Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/250

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 241 —

goude poania evel-se. Rak-ze ive eo falvezet gant madelez Doue rei eunn dalvoudegez all da binijenn ar pec’her ; da heul magadurez ha guiskamant ar c’horf ni or bezo, pa garimp, madou ar baradoz.

Ar pez zo d’ober evit ze n’eo ket diez. O veza en em ziouallet diouz ar pec’hed marvel evit ne dec’ho ket Doue diouzoc’h, bezit aketuz da ginnig d’ezhan ho poan hag ho labour dre ar bedenn noz ha mintin, hag eur zellik bep enn amzer, edoug an deiz, varzu ho tad karantezuz. Piou n’eo ket goest da viret ar gentel-ma ?

Evidoc’hui, ma vec’h bet aziagent lezireg d’ann dever-ze, grit guelloc’h hiviziken. Evelse-bezet-great.


————