Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 239 —


Ia, ret eo d’eomp labourat evit kaout hor bara pemdeziek. Mes, avechou, ec’hiz zo merket er gentel hirio, kaer en deuz ann den poania, ne c’hounit netra. Sant Per hag he goumpagnunez a labouraz hed ann noz heb paka pesk ebet ; e leac’h, goudeze, enn eunn taol roued hebken, o devoue diou vagad pesket euz ar re gaera. Ann dra-ma a zigas sonj d’eomp euz eur virionez embannet guechall gant ar roue David : Ne dalv ket d’ehoc’h, emezhan, sevel ti pe lochenn, ma ne vez dourn Doue ouz he harpa ; da c’houzout eo, holl skiant hag holl ijin ann dud a zo re verr, ha ne raint netra a zoare, ma ne zeu bennoz ann env var al labour.

Guelet oc’h euz aliez ann tiek daoubleget var he dachenn, hed ar goanv hag ann nevez-amzer ; ha goude m’en deuz her glebiet gant c’huezen he dal ha great dispign evit kaout teil ha greun mad da lakaat ennhan, ann douar-ze ne zoug netra da dalvezoutn ; avechou all pa vezo