Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 238 —

15. ne dleomp ket kredi o devoa poan ha skuizder, evel on euz ni brema. Al labour-ze a ioa evit ma kavjent berroc’h ho amzer hag evit kenderc’hel ho iec’hed ; rak, evel m’oant savet var eur gomz hebken a berz ann Aotrou Doue, frouez hag holl vadou ar jardin-ze a vije en em viret ive hag eat var gresk anezho ho unan, hervez ezommou Adam hag he lignez.

Goude ar pec’hed eo e oue barnet ann den da c’hounit he vara diouz c’huezen he dal. Azaleg neuze e teuaz al labour da veza tenn ha skuizuz ; hag ar beac’h pounner-ze, peb unan a dle hen dougen. Ne lavaran ket koulzgoude e ve ret d’ann holl beza labourerien douar, pell diouz eno ; rak ezom zo tud a bep micher. Mes, dever peb hini ac’hanomp eo poania a gorf pe a spered, hag ann neb n'her gra ket a zo laer ann amzer ; hennez, evel a lavar sant Paol, a dlefe chom heb tamm. Si quis non vult operari, nec manducet (II Thes. iii, 10).