Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —

marvel, a zifenn ouzoc’h kommunia, ha pa garot c’hui a daolo hennez divar hoc’h hent.

Va c’haloun zo ien sklas ! eme eunn trede. — Mes e pe leac’h ema tân ar guir garantez ? Koulz a zo, Hor Zalver a anavez guell egedomp hon unan e pe stad emaomp. Hag abalamour ma’z omp paour, dic’halloud, skuiz ha klanv pe ankeniet, eo e teu d’hor gervel gant madelez. Venite ad me omnes qui laboratis, etc. Diskiant aoualc’h eo ann neb ne dosta ket ?

Evidomp-ni ma ne gommuniomp ket dre garantez evit Jezuz, greomp-hen gant aoun raok he c’hourdrouzou. Ma lavarfe, siouaz, divar hor c’houst, evel a lavaraz ann tad a famill euz ar re en devoa pedet da leina : Nikun n’en devezo ann tanva euz ar pred am oa aozet evitho !

Ia, boazomp kommunia hiviziken aliesoc’h, evit m’or bezo perz el lein dudiuz a c’hed ann eneou kristen er baradoz. Evelse-bezet-great.