Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 234 —

Hoc’h unan, ma n’Hen dilezit ket agrenn, ha ne vec’h ket lezireg da dostaat outhan ?

Jezuz ne lavar ket, evit guir, pegen aliez e tleomp kommunia ; mes, o choaz, evit sakramant ann Aoter, ar bara hag ar guin, e ro da anaout hon euz ezom aketuz da gemeret ar pred-ze. He gorf, emezhan,zo eur vagadurez, hag he c’hoad, eunn evaj. Gant ar bara-ze diskennet euz ann env e c’hoanta rei d’eomp eur vuez a bado da virviken.

Mad, pegen maguz bennag e ve eur bouet n’eo ket enn eur vech pe ziou e roi d’eomp nerz ha iec’hed paduz ! Koulzgoude c’hui a jom pemp, c’huec’h miz, bloaz marteze, heb kommunia.

N’am euz ket amzer ! a lavar unan. Hag e kavit meur a zervez ha meur a zizun da goll gant traou didalvez !

N’oun ket din ! eme eunn all. Evit ann dra-ze a zo guir. Mes, mar gortozit ken na vezot din, ne dostaot morse ouz taol Jezuz ! Eunn dra hebken, ar pec’hed