Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —

digareziou. Me am euz prenet eur verouri, a lavaraz ar c’henta ; ret eo d’inn mont d’he guelet. Me zo o paouez prena deg eujen, eme eunn all, hag a ia da c’houzout petra int. Me zo nevez dimezet, eme egile, hag evel-se eo brao d’inn chomm er gear. O klevet kement-ze, ann Aotrou, eat droug ennhan, a gemennaz d’he zervicherien gervel re all, n’euz forz piou, da leina ; rak, emezhan, « er pred aozet evitho, nikun euz ar re am oa pedet n’en devezo ann tanva. »

Ha n’efhen ket aze eur skeuden sklear euz ar pez a ra Jezuz evidomp e sakramant ann Aoter, hag ive, siouaz, euz ar pez a reomp-ni e kenver ar pred burzuduz-ze ? Ia, Hor Zalver, perc’henn holl vadou ann env hag ann douar, hor galv ni da leina ouz he daol zantel, hag a ro d’eomp eno he gorf, he c’hoad, he ene hag he zivinite.

Piou a c’houfe niveri ar gristenien a ra skouarn vouzar ouz mouez ho Doue !