Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 232 —


Ar gentel hirio a gomz euz eur mesaer a ia, n’euz forz pegeit, da glask ann danvad dianket. E leac’h skei pe c’hourdrouz al loen paour, pa vezo kavet ganthan, hen lakai var he ziouskoaz, hag o veza hen douget d’ar gear e c’halvo he vignouned hag he amezeien evit lavaret d’ezho peger braz eo he laouenedigez. Ann danvad dianket-ze eo ar pec’her keaz tec’het pell diouz Doue, hag ar mesaer karatezuz eo Hor Zalver, evel a verk sklear aoualc’h ar c’homsou skrivet varlerc’h gant sant Lukas, hag a ziskuill d’eomp al levenez a zo enn envou pa zistro var ann hent mad eunn ene a iea da goll. Enn daolenn-ze, a dra zûr, ec’h en em ziskuez holl vadelez Kaloun Jezuz.

Aviel ann eil sul goude Pantekost, lennet da c’houel ar Zakramant, a zo hano ennhan euz eunn Aotrou pinvidik a aozaz eur pred kaer, hag a bedaz kalz tud da leina. Mes, pa oue deuet ar mare da vont ouz taol, ar re-ma holl a glaskaz