Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —





AR PEVARE SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. v.)


————


Enn deiz-ze, e oue tost da Jezuz beza flastret gant ann dud a zirede da glevet komsou Doue. Edo neuze var ribl lenn Jenezareth, hag e velaz, chomet e kichenik ann douar, diou vag a ioa diskennet ar besketerien anezho da voalc’hi ho rouejou. O pignat enn unan euz ar bagou a ioa da Zimon, her pedaz da bellaat eunn nebeut diouz ann douar, hag ac’hano, o veza azezet, e kelenne ar bobl. Peurc’hreat ganthan he brezegen, e lavaraz da Zimon : it enn dour-vor ha dispakit ho rouejou da besketa. Mestr, a respountaz Simon d’ezhan, a hed ann noz on euz labouret heb paka netra ; var ho ker evelato me zispako ar roued. Hag o veza her great e pakjont kement a besket ma roge ar roued