Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 229 —

bec’hed marvel. Heb m’en defe great biskoaz kement all, eur guir gristen a gemero truez ouz He Zalver, o velet ar c’hlac’har a ra d’ezhan bugale ken dianaoudeg.

Mad, a hed ann eizved-ma e kavimp tro da laouenaat Kaloun Jezuz. Dioc’h noz pe diouz mintin, pa vezo savet azioc’h ann aoter, it hoc’h unan da zaoulina diraz-han gant feiz ha karantez ; pe da vihana kasit bemdez d’ar zalud, unan bennag euz tud ho ti.

Hirio ha disul, pa vezo douget e prosesion, mar tremen a dost d’ho kear, kempennit pep tra guella ma c’hellot, evit ober henor d’ezhan.

Ma ne zeu ket d’ho kichenn, baleit var he hent ha kasit ive ganehoc’h ho pugaligou ; d’ezho ha d’ehoc’hui, Jezuz a roi bennoz ha grasou ann env. Evel-se-bezet-great.


————