Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 228 —

zout ha n’eo ket gual dilezet gant he grouadurien ? Ha da zul, e leac’h chom da goachenni enn tiez pe var ann dachenn, tremen a rit-hu muia ma c’hellit a amzer dirag ho Salver ?

Piou a raio heb ruzia eunn enklask a zoare var he zeveriou e kenver sakramant ann Aoter ? Ha mar deuz, dre c’hras Doue, unanou bennag direbech var gement-ze, daoust ha n’o deuz ket ezom da boania evelato evit digoll ann dismegansou great da Jezuz gant ar bec’herien hag ar gristenien lezireg ? Rak n’eo ket ar Iuzevien hebken o deuz hen goapeat, gual-gaset ha lakeat d’ar maro. Bemdez c’houlou, e kant ha kant leac’h euz ann douar, eleiz a dud badezet a ra ker guaz ha guasoc’h da Vab Doue. Dre vlasfemou, leoudouet, komsou, c’hoantegezou pe oberou dishonest, etc., her stagont adarre ouz ar groaz. Darn o deuz zoken ar galoun da renevezi torfet ann treitour Judas, o kommunia e stad a