Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 227 —

Verc’hez pe ar Zent. Ne zelfec’h nag ouz mizou nag ouz skuizder. Mes, aze a dost d’ehoc’h, kuzet dindan spesou pe henveledigez ar bara, aze er zakramant ema Jezuz, ann hini a roe guechall iec’hed d’ar glanvourien ha buez d’ar re varo. He lagad karantezuz zo o para varnoc’h ; ho klevet a ra ive, ha pa c’houlenner diganthan eur vad bennag evit ar c’horf pe ann ene, hirio koulz ha neuze en deuz galloud ha bolontez da zikour peb unan.

Pa lavarit beza kristen, c’hui zo gaouiad ma ne gredit ket stard ar virionez ma. Ha mar oc’h euz eur feiz beo e pe leac’h ema hoc’h oberou ? Ha c’hui o veza tost d’ann iliz parrez ne d’it nemeur a vech da velet Jezuz a jom enn tabernakl evidoc’h ! Ma n’oc'h euz ket a dro da zaludi aliez ar mignoun-ze abalamour ho ti a zo pell diouz he hini, kas a rit da vihana, bep er mare, ho sonj varzu ennhan ? Pa zeuit e kear, var ar pemdez, mont a rit da lavaret eur gomz bennag outhan, da c’hou-