Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

henor d’ar zakramant a bado eur zizun penn-da-benn.

Evit sklerijenna hor spered ha tomma hor c’haloun e rear d’eomp lenn hirio, evel d’ar iaou Gambr-lid, ar gentel a zo displeget ennhi gant sant Paol kement a reaz Jezuz er goan diveza, hag en deuz desket, emezhan, nann gant ann ebestel pe testou all, mes gant Doue he unan. Ego enim accepi a Domino quod et tradidi vobis, etc. (I Cor. xi, 23). Goude-ze c’hoaz ann Aviel a ziskuill e berr gomzou peger braz vad a ra d’eomp ar bara-ze a zo korf Jezuz-Krist.

Marteze oc’h euz avi ouz ann dud a veve enn amzer Hor Zalver, a glevaz he genteliou hag a velaz ar burzudou great ganthan e kement leac’h ma tremene ; ha ma c’houfec’h ec’h en em ziskuez enn eur c’horn pe gorn euz ar bed o pe c’hoant mont beteg enehan, ec’hiz ma’z a kalz kristenien da Lourd ha da blasou all brudet dre ar grasou dibab a ro ennho ar