gou huel da rei, e kaver mignouned aleiz ; mes, ma n’oc’h euz nemed paourentez ha poan da ranna, neuze ann holl a bella diouzoc’h, evel ma tec’h ar guenneli ha darn laboused all araok ar goanv. Ar bed, hag ar re a gemer kuzul diganthan ne goumprenint biken e ve talvouduz beza guasket ha truibuillet ; goab a raint euz ar gentel-ma : Euruz neb a skuill daelou ! A be leac’h e vent-hi goest eta da gennerza eunn den enkrezet ? Nann, nann, na c’hortozit ket beza laoueneat gantho, pe c’hui o pezo meskount a dra zur.
Koulzgoude sant Lukas a ziskuez d’eomp ann ebestel o vont enn hent leun a joa, ibant apostoli gaudentes, hag ar penn kaoz euz ho levenez eo m’o deuz bet tro da c’houzanv evit hano Jezuz-Krist, o veza taolet er prizoun ha skourjezet dre urz ar Iuzevien. Dre ar burzud-ze ha kalz a re all e ro ar Spered-Santel testeni d’Hor Zalver ha d’he gelennadurez. O prezeg a vouez huel pa gemenner