Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —

d’ezho tevel, o kerzet d’ar maro heb aoun na damant ebet, ann ebestel a vezo ive testou hag a c’heller kredi d’ezho pa lavarint oa ho mestr guir Vab d’ann Doue Holl-C’halloudeg.

Ann diskibien, ha gantho ar Verc’hez Vari, a jomaz deg devez er Gambr-lid, pell dioc’h trouz ar bed, o pedi guella ma c’hellent evit en em lakaat e stad da reseo ar Spered-Santel ; hag evel-se e ouent peurleuniet euz he c’hrasou.

Evidomp-ni, o velet ann nerz hag ar sklerijenn burzuduz a ro d’ar c’halounou, unanomp hor pedennou gant re ann Iliz ha kempennomp hon ene abenn gouel Pantekost, evit ma c’hello trede fersoun ann Dreindet diskenn davedomp ha renevezi enn hor c’henver darn euz ar burzudou a reaz enn ebestel d’ann deiz kaer-ze. Evel-se bezet great.


————