Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —


Paneved ma ouient ann traou-ze, ann ebestel a c’helle beza nec’hed braz o velet penaoz oant digemeret. Ar furnez, ar garantez a brezegont e peb leac’h ; ne c’houlennont nemed ober vad d’ann holl ; hag e rear gual vuez d’ezho, hag e klasker ho lakaat d’ar maro ! Tro a vije bet, a dra zûr, da veza mantret gant kement-ze ha da gaout difizianz euz ho mestr. Mes, brema hi zo var c’hed euz ann holl drubuillou diskleriet d’ezho pell aziaraok, hag ho feiz e Jezuz-Krist a vezo startoc’h abalamour ma tiskuez anaout ker sklear ann amzer da zont.

A hent all, fur ha karantezuz evel ma’z eo, ne lezo ket ann ebestel ho unan da stourm ouz kroaziou ker pounner. Digas a rai d’ezho ar Paraklet, da lavaret eo ar Spered-Santel, d’ho laouennaat ha d’ho sklerijenna ; hag ezomm o devoa, e guirionez, da gaout skoazell euz ann env, rak, a berz ann dud n’o deuz netra vad da c’hedal. Pa vez plijadur, danvez ha kar-