Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

var hon tremenvan, nemed ar pez on devezo hadet epad hor buez. Grit d’inn ar c’hras da zonjal aliez er virionez-ze evit ma lakinn da dalvezout d’ho kloar ha d’am zilvidigez ann holl amzer am euz c’hoaz da dremen er bed-ma. Evel-se-bezet-great.





ANN TREDE SUL EUZ ANN AZVENT
(Sant Iann, Chab. i.)


————


Ar Iuzevien a gasaz euz a Jerusalem beleien ha tud a lignez Levi betek Iann-Vadezour da c’houlenn outhan : Piou hoc’h c’hui ? Hag hen oc’h anzao, heb nac’h, hag o lavaret : N’eo ket me ar C’hrist. Hag hi adarre : Petra eta neuze ? Hag Elias e vec’h c’hui ? N’ounn ket, emez’han. Ar prophet hoc’h marteze ? N’ounn ket, a lavaraz. Piou hoc’h eta.