Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

emez’ho, ma roimp eur respount bennag d’ar re o deuz bon digaset ? Petra livirit ac’hanoc’h hoc’h unan ? Me zo, emez’han, mouez ann hini a glever o krial er plasou distro : ehunit he hent d’ann Aotrou, evel a lavare ar prophet Isai. Hogen, ar re a ioa bet digaset a ioa pharizianet hag a reaz outhan ar goulenn all-ma : Perak neuze e vadezit, ma n’hoc’h nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar prophet ? Me, a lavaraz d'ezho sant Iann, me a vadez enn dour. Mes, enn ho touez euz diguezet eunn all ha ne anavezit ket. Hennez eo a dle dont var ma lerc’h me, ha beza he blas araok va hini, rak me n’oun ket din da ziskoulma liamm he voutou. Ann traou-ma a c’hoarvezaz e Bethani, enn tu all da ster Jourden, el leac’h m'edo Iann o vadeza.