Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

eur vad bennag, rak ar vezenn ne zougo ket a frouez a vezo troc’het ha stlapet enn tan, hag ar zervicher didalvez a vezo taolet enn devalijenn.

Mes, pere eo ann oberou mad a c’houlenn Doue diganeoc’h ? N’euz ket ezomm d’ho c’hlask a bell diouzoc’h. Ne lavarer ket d’ehoc’h tremen ann deiz hag ann noz o pedi ; ober iuniou stank ha pinijennou kalet ; ann traou-ze a zo kaer ; mes, n’ho gortozer ket digant ann holl. Deveriou ho stad great penn-da-benn ; ho labouriou pemdeziek kinniget da Zoue ; ho poaniou a gorf pe a spered gouzanvet heb en em glemm ; eunn aluzen roet d’ar paour. eur zell a garantez ouz eur c’hlanvour keaz ; enn eur ger, gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz miret a greiz kaloun, a rai eur zant euz pep hini ac’hanoc’h. Dre ann hent-ze eo e kerzit brema ? Ma n’her grit ket, chenchit heb dale.

Pedenn. — Va Doue, c’hui a roi da bep unan hervez he oberou, ha ne eostimp,