Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —

Diguezet eo pelloc’h ar mare da gimmiada, hag ez a gantho etrezeg menez Olivet. Tremen a ra, eme zant Lukas, dre gearik Bethanii, pe evit guelet eur vech c’hoaz he vignoun Lazar, pe evit her gervel da veza, gant he ziskibien all, test euz ar burzud a iea da c’hoarvezout. Neuze, o veza roet he vennoz d’ezho, e savaz dre he c’halloud he unan etrezeg ann env ; ha pa n’her gueljont mui, ann ebestel, laouen braz ho c’haloun, a ziskennaz da Jerusalem.

Bete vrema, ken aliez ma vije hano gant Jezuz d’ho dilezel, ann diskibien a jome evel mantret ha glac’haret holl ; hag hirio p’eo eat digantho, sant Lukas a lavar eo braz ho levenez. Petra zo kaoz a gement-ze ? Daou abeg o deuz d’en em laouennaat : ann darvoud euruz-ma a zo talvouduz d’Hor Zalver ha d’ezho ive.

Jezuz a ioa ganet enn eur c’hraou ; he vamm hag he dad mager a ioa peorien ; beteg ann oad a dregont vloaz e labouraz