Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

c’hiz eur micherour da c’hounit he vara ; rak-ze ann dud ne zellent nemeur outhan ; ha p’en em lakeaz da brezeg, n’her selaouent ket, petra bennag ma komse gant eur furnez souezuz. Divezatoc’h e oue goapeat gant ar Iuzevien, barnet d’ar maro ha staget er groaz evel ar vrasa torfetourien. Piou a gredfe eo guir vab Doue hervez ma lavar beza ? Ann ebestel ho-unan o doa difizianz anezhan ! Brema avad p’her guelont beo buezeg hag o pignat d’ann Env leun a c’hloar, brema e kredont d'he bromesaou hag e roint testeni d'ezhan heb aoun ebet. Goude kement a zismegans great d’ezhan, setu eunn digoll ar c’haera ; rak, Jezuz guir Doue ha guir den a zo digemeret er baradoz ec’hiz eur roue o tistrei d’ar gear, trec’het ganthan he holl enebourien ; ha dre m’her c’haront guelloc’h hiviziken, ann ebestel o deuz perz e levenez ho mestr.

Ar pez a ra c’hoaz laouenedigez d’ho c’haloun eo gouzout e teui, heb dale, ar