Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 198 —


Jezuz o pignat d’ann Env.


Daou ugent devez zo abaoue m’eo savet Jezuz, leun a vuez, euz ar bez. Epad ann amzer-ze eo en em ziskuezet meur a vech d’he ebestel ha d’he ziskibien o tibri hag oc’h eva enn ho c’houmpagnunez evit ober d’ezho kredi n’eo ket he spered hebken, mes he gorf ive a zo e guirionez dirazho. Goude beza roet d’ezho muioc’h a skiant da goumpren he gelennadurez e tizroaz var meur a gentel o doa klevet dija hag e reaz d’ezho niver a genteliou all divarbenn al labour a lakea enn ho c’harg p’ho c’hase da brezeg he Aviel dre bevar c’horn ar bed. Komz a reaz d’ezho dreist holl euz ar zakramanchou hag euz reizou ann lliz Santel a dlient da ziazeza e peb leac’h. Euz ann traou kaer a ziskuillaz neuze, darn zo skrivet enn Aviel, darn all ive zo deuet beteg ennomp dre c’henou ann ebestel hag ar re a brezegaz a amzer da amzer enn ho goude.