Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —

darempred. Penaoz, kristenien dievez, ne c’hellomp ket dioueret eunn diou pe deir heur evit mont da bedi Doue ? Kalz labour hon euz d’ober ? Klevomp eta petra lavar sant Paol : Ne dalv ket taoler had na lakaat plant enn douar, ma ne ziskenn varn’ho bennoz ann env ; rak, ne oufent kreski na dougenn frouez ebet. Koll a rit eta ho poan hag hoc’h arc’hant ma ne vez Doue enn tu ganehoc’h ; hag e sonj d’ehoc’h gounit o chom enn ho park eleac’h mont da bedi pa vezit galvet d’en ober ?

Mes, n’eo ket hebken d’ar c’hounideien eo talvoudeg heulia prosesion ar Rogasionou. Bourc’hizien ha tud divar ar meaz, holl e vevomp dioc’h frouez ann douar, ha m’ar be dister ann eost, goude derc’hel bara d’ezhan he-unan, ann tiek en devezo nebeut da zioueret gant ar re all. Koust a rai d’ar pinvidik ; hag ar paour a c’hlaouro gant ann naoun. Eunn

dra diskiant ha mezuz eo eta dilezel ar

13