Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —

Zakramant, ha d’ar pardouniou ; prosesionou a gaon hag a binijenn, evel hini sant Mark hag hini ar Rogasionou, evit goulenn trugarez ha bennoz ann Env.

Ar re-ma a deuaz ar c’hiz anezho var-dro ar bloaz 470. D’ar mareou-ze, er C’hreiz-deiz a Frans, e oue kren douar ha reuziou skrijuz ken na varve ann dud gant ho anken hag ho dienez. Sant Mamert, eskob Viên, a zonjaz neuze dastum ar gristenien a gear ha divardro, evit pedi ann Aotrou Doue d’ober outho eur zell a druez. A c’houdevez, ann Iliz a gemeraz ar voazamant d’ober bep bloaz ar memez pedennou evit goulenn ouz Doue pellaat diouz he bugale ar brezell, ar gernez, ar c’hlenvejou, ha skuill he vennoz var frouez ann douar ; hag, o c’houzout ne deu netra da vad nemed dre volontez ann Holl-C’halloudek, pep unan a zirede gant feiz d’ar prosesion.

Evit brema, e meur a barrez, eo mantruz guelet ken nebeut a dud ouz hen