Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —

douar, ha brema e tilezan adarre ann douar hag ez ân daved va Zad. He ziskibien a lavaraz d’ezhan : brema avad e komsit sklear, ha n'eo ket lavariou a zo ganehoc’h. Guelet aoualc’h a reomp ec’h anavezit pep tra, ha n’oc’h euz ezom ebet e ve great goulennou ouzoc’h, abalamour da ze ni a gred oc’h deuet euz a Zoue.


Ar bedenn. — Penaoz pedi.


Er gentel-ma Hor Zalver a zesk d’eomp eo ret pedi hag a lavar d’eomp ive penaoz d’ober evit beza selaouet. Ouz hor c’helenn hirio var gement-ze, ann Iliz a ro eur merk a furnez ; rak, abenn varc’hoaz, dimeurz ha dimerc’her e c’halvo ar gristenien da brosesion ar Rogasionou.

Bez’ euz evel a ouzoc’h daou rumm brosesionou : prosesionou a levenez evit rei gloar ha meuleudi da Zoue pe d’ar zent, ec’hiz a vez great da c’houel ar