Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —

pedennou a vez great epad ann tri devez-ma ; ha pep tiegez a dlefe kas unan bennag bemdez d’ar prosesion. O veza bet lezireg d’ann dever-ze, n’or bezo guir ebet d’en em glemm ouz Doue, ma teu planedenn ha dienez varnomp.

Ouspenn hon alia da bedi, Jezuz en deuz c’hoaz ar vadelez da zeski d’eomp pe c’hiz en em gemeret evit beza selaouet ; n’on euz nemed pedi enn he hano d’ezhan, hag hor bezo digant he Dad, kement a c’houlennimp. Mes, petra eo pedi enn hano Jezuz-Krist ?

Ann dra-ze a zo harpa hor goulenn var he veritou heb muzul, eleac’h fiziout var hor c’homsou brao pe var hor zantelez hon unan ; evel-se a ra ann Iliz a laka bepred hano Hor Zalver enn he fedennou. Pedi enn hano Jezuz-Krist a zo c’hoaz koms ouz ann Aotrou Doue gant eur guir fizianz, hag o reiza hor goulennou dioc’h ar gentel roet ganthan, da lavaret eo, o klask da genta he c’hloar ha