Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

bed-ma a zo dija barnet. Kalz traou am euz c’hoaz da lavaret d’ehoc’h ; mes re veac’h e vent d’ehoc’h brema. Ar spered-ze a virionez, pa vezo deuet, a zesko d’ehoc’h peb guirionez. Ne gomso ket anezhan he unan, mes, lavaret a rai kement a glevo, ha diskleria rai d’ehoc’h ann traou zo da c’hoarvezout. Hennez a roi brud d’inn-me ; rak kemeret a rai euz ar pez zo d’inn, hag hen disklerio d’ehoc’hui.


Ann diouer euz a Zoue.


Hervez a lennemp enn Aviel disul diveza, ann diskibien ne goumprenent ket ar c’homsou-ma : Eunn nebeut c’hoaz ha n’am guelot mui. Hirio eta Jezuz a lavar d’ezho skleroc’h : Me ia daved ann hini en deuz va digaset ; ha setu ive o c’hoarvezout ar pez a ziskuille divarbenn ho guelvan hag ho zristidigez ; rak chom a reont mantret holl, oc’h anaout e kimmiado heb