Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —





AR PEVARE SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. xvi.)


————


Er mareou-ze, Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Me ia daved ann hini en deuz va digaset ; ha nikun ac’hanoc’h ne c’houlenn ouzin : da beleac’h ez it ? Mes, o veza m’am euz lavaret ann dra-ze d’ehoc’h ho kaloun a zo melkoniet. Koulzgoude me lavar d’ehoc’h ar virionez ; talvouduz eo d’ehoc’h ez afen kuit ; rak ma ne d’an ket, ar Paraklet ne deui ket davedoc’h ; ha m’ar d’an kuit, me hen digaso d’ehoc’h. Hag hennez pa vezo deuet, a ziskuezo d’ar bed e pe leac’h ema ar pec’hed, ar zantelez hag al lealdet. Ar pec’hed, er re n’o deuz ket kredet ennhon ; ar zanlelez, pa’z an daved va zad ha n’am guelot mui ; al lealdet, abalamour roue ar