Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

det, a ro d’ezho danvez, fouge, iec’hed, enn eur ger, kement a c’hell ober euruzdet eun den var ann douar-ma. N’o deuz netra ken da c’hedal ; ha goude beza great ho reuz, eun nebeudig amzer, e vezint stlapet e tenvalijen hag e tân ann ifern, d’ar mare ma pigno ar guir gristenien etrezeg ar baradoz da gemeret ho flas er c’hloar hag el laouenedigez ne vezo morse laeret digantho.

Pa evesait piz ouz ar gentel-ma, avi o pefe c’hoaz ouz stad ar bec’herien hag ouz ho flijadurezou a dremen ker buhan ? Ne gavit ket guelloc’h, dougenn ho kroaz var roudou Hor Zalver pa velit da be leac’h ez ear dre ann hent-ze ? Gouzanvomp eta a galoun vad hag evit Doue hon holl boaniou a gorf pe a spered, hag e talvezint d’eomp peoc’h ha levenez dudiuz ann envou. Evel-se-bezet-great.


————