Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

amzer. Diskibien Jezuz hag ar guir gristenien a vezo great brezel d’ezho, en em gavo er boan hag enn anken, epad ma vezo ann dud direiz enn ho eaz hag enn ho flijadur.

Mes, perak kement a drubuill d’ar re vad, hag euruzdet d'ar bec’herien ?

Servicherien Jezuz-Krist a dle kaout ar vrasa henveledigez ouz ho mestr ; hag hema, daoust d’he zantelez ha d’he vadoberou a zo bet gual gaset e peb giz ; ar re-ze ne oufent eta beza espernet. Dibaot e ve hini anezho dibec’h agrenn, hag, er zent memez, eme ann Aviel, Doue a gav eun abeg bennag peurvuia. Dre ar poaniou-ze e paeont dle ar pec’hed, hag e tastumont madou evit ann env. Ar pez a hadont brema a greiz ho daelou, a eostint divezatoc’h el levenez.

Evit ar bec’herien, n’euz forz pegen troet e vent var ann droug, eur vad bennag a reont ive ; hag evel n’o deuz ket a zigoll da gaout er bed all, Doue, dre leal-