Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

bez ; hag evelse n’her guelint mui. Mes, ne jomo ket pell e touez ar re varo ; sevel a rai leun a vuez hag her guelint adarre ; hag ho c’haloun neuze a vezo karget a levenez. Koulzgoude, kimmiada a rai dioutho eunn eil guech evit mont da gaout he Dad, hag e vezint trubuillet guasoc’h eged biskoaz. N’eo ket ma ve ho glac’har henvel ouz ann hini o devoue epad ma c’hortozent he resurreksion, heb kalz fizianz d’her guelet mui ; rak d’ar mare-ze e ouezint eo bet treac’h d’ar maro, hag ho feiz, stard hiviziken, a rai d’ezho herzel guelloc’h ouz peb enkrez. Evelato gual veac’hiet en em gavint aliez, ha tud ar bed, a greiz ho ebatou, a c’hoarzo hag a rai gual vuez da vignouned Doue. Evit krenvaat ho c’haloun e lavar d’ezho c’hoaz : Ho tristidigez ne vezo ket hirr, hag a chencho enn eul levenez a bado da viken.

Setu diskuillet sklear aoualc’h petra c’hoarvezo var ann douar hed ann holl