Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —
d’inn lavaret : eunn nebeut c’hoaz ha n’am goelot ken ; adarre eunn nebeut hag am guelot. Hen lavaret a ran d’ehoc’h e guirionez ; c’hui a wuelo hag a hirvoudo ; ar bed a vezo el levenez ha c’hui enn dristidigez ; mes, ho tristidigez a droio e levenez. Eur c’hreg o c’henel eu em gav ankeniet rak m’eo deuet he zermen ; mes, kentre m’e deuz lakeat he bugel er bed, setu dizonjet he foan dre al levenez a ra d’ezhi eunn den muioc’h var ann douar.
Evidoc’hui, a dra zur, a zo glac’haret brema ; mes, ho kuelet a rin adarre, hag ho kaloun en em laouenai, ha den ne denno diganehoc’h ho levenez.
Trubuillou ar gristenien.
Ar gentel-ma zo tennet euz ar brezegenn a reaz Jezuz d’he ziskibien goude ar goan diveza. Heb dale, e guirionez, e vezo lakeat d’ar maro ha diskennet er