Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —

ouz ann drouk-spered, bleiz ha laer braz ann eneou. Evel-se-bezet-great.





ANN TREDE SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. xvi.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Eunn nebeut c’hoaz ha n’am guelot mui ; hag adarre eunn nebeut, am guelot a nevez, rak me ia daved va Zad. Darn euz he ziskibien a c’houlennaz eta ann eil ouz egile : Petra eo ar pez a lavar d’eomp : eur pennadig c’hoaz ha n’am guelot ken, hag adarre eur pennadig, am guelot ; ha me ia daved va zad. Petra eo em’indhi ar pez a c’halv eunn nebeudik ? Ne ouzomp ket petra lavar. Jezuz a anavezaz o doa c’hoant ober eur goulenn bennag outhan hag a lavaraz d’ezho : C’hui zo o klask gouzout ann eil digant egile petra eo