he anaout, selaou he vouez ha bale d’he heul.
Hogen, evit anaout Jezuz eo ret sellet piz ouz he oberou, deski ha koumpren ar guirionezou en deuz prezeget, ma teuimp d’her c’haret bemdez muioc’h-mui.
Selaou Jezuz a zo digemeret gant feiz ha doujanz kenteliou ann Aviel, kuzuliou he Iliz santel, aliou ha rebechou hor c’houstianz.
Heulia Jezuz a zo ober, eveld’han, fae var madou hag ebatou ar bed ; gouzanv beza disprijet goapeat ha kaseat gant ann dud ; dougenn ar groaz hag ar boan heb en em glemm ; rak, dre ann hent-ze eo tremenet araozomp evit mont d’ann env d’hor gortoz.
Gant eur zell ouz he vuez, peb hini ac’hanomp a velo hag hen a zo eunn danvad mad ha sentuz. M’on defe, bete vrema, bevet pell diouz ar pastor karantezuz, dizroomp buhan davethan ha dalc’homp tost d’ezhan bepred evit m’hon diouallo