roet ganthan evit beza sklerijenn ha magadurez hon eneou, e ro d’eomp eur pred burzuduz, he gorf hag he c’hoad e sakramant ann aoter.
Eur pastor mad, erfin a ro he vuez evit he zenved. Dibaot eo klevet e ve lazet eur mesaer gant ar bleizi pe gant al laeroun, o klask difen outho he loenedigou. Ha pa ne ve nemed taget pe gual c’hlazet gantho, ez afe buhan ar brud anezhan e peb leac’h ; ha dleet aoualc’h eo, a dra zur, ober meuleudi ann den kalouneg-ze. Mad, evit ann eneou, Hor Zalver en deuz great kement-ze holl ha muioc’h c’hoaz. Beilla, pedi, bale ha labourat noz deiz, gouzanv skuizder ha dienez a reaz heb damant ebet ; ha pa oa ret d’unan mervel evit ma vije espernet ar vandenn, Jezuz a varvaz, hag a varvaz er groaz evitho. Den ebet ne oufe kaout abeg ennhan pa lavar beza ar pastor mad.
Mes, evit ma vezo ar pez diouz ann dra, denved eunn henvelep pastor a dle