Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —

Madalen, evit pec’herez Samarii, hag eunn niver braz a re all a ioa eat da goll.

Ar pastor mad ne zell ket ouz ar boan evit kas he zenved d’ar peuri druz ha iac’huz. Koulzgoude kiskoaz mesaer ne reaz kement nag hanter evel a ra Jezuz e kenver ann dud. Guelet oc’h euz ar burzudou a rea evit maga ar re a zeue da glevet he brezegennou. Ha ni hon-unan, digant piou nemed diganthan on euz hor guiskamant hag hor bara pemdeziek ?

Ha pa briz sellet evel-se ouz ar c'horf a zo pri ha breinadurez, petra ne rai ket evit ann ene a zo breur da elez ar baradoz ? Epad m’edo var ann douar ne baouezaz da hada ar virionez evit diskuez d’eomp ann hent mad hag hon distrei diouz ar peuri noazuz. Evidomp, he genteliou a zo bet skrivet enn Aviel ; ha, gant aoun na vemp lezireg d’ho lenn e vezont c’hoaz embannet dirazomp er gador

brezeg. Ouspenn ar gelennadurez-ze

12