Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —

vanden-ma ; ret vezo d’inn ho digas ive ama, hag e selaouint va mouez ; ha ne vezo mui nemed eur vanden zenved hag eur pastor hebken. Jezuz eo ar Pastor mad. Me eo ar pastor mad ! eme Hor Zalver. Kemeret a c’hell e guirionez ann hano kaer-ze, rak great en deuz hag ober a ra bepred kement a zere ouz eur pastor fur ha karantezuz. Eur mesaer a zoare a anavez he zenved, a c’halv peb hini anezho dre he hano. Lagad Jezuz a zo noz deiz o para varnomp, hag he vouez leun a zouzder a gomz heb paouez ouz ann denvedigou. Pa vez tec’hed unan bennag diouz ar vandenn ec’h en em laka enn hent evit klask ann danvad paour, ha pa vezo kavet hen dougo var he ziouskoaz, gant aoun na ve re skuiz o tistrei d’ar gear. Lennit enn Aviel ar pez en deuz great evit Mari--