Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —





ANN EIL SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. x.)


————


Er mare-ze, Jezuz a lavaraz d’ar Pharizianed : Me eo ar pastor mad. Ar pastor mad a ro he vuez evit he zenved. Evit neb zo diouz marc’had, ha n’eo ket pastor na perc’henn ann denved, hennez pa vel ar bleiz o tont, a zilez an denved hag a red kuit ; hag ar bleiz a lamm d’ann denved hag ho c’has ama hag ahount. Hennez a ia kuit, rak ma’z ema dioc’h varc’had, ha ne zell ket outhan petr’e teuio ann denved da veza. Me eo ar pastor mad, hag a anavez va denved, hag indhi am anavez me ; evet mac’h anavez va zad ac’hanon-me, ha mac’h anavezan me va zad ; ha va buez a roan evit va denved. Denved all am euz c’hoaz, n’int ket euz ar