Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

dale diontho. A dra zûr, ho glac’har a ziskuez her c’harout ; ha koulzgoude Hor Zalver a ra d’ezho ar rebech-ma : Penaoz, emezhan, pa zisklerian beza varnez mont kuit, hini ebet ac’hanoc’h ne c’houlenn da be leac’h ez ân ?

Tro en doa, e guirionez, d'en em glemm a gement-ze ; rak, ar garantez a ra d’eomp klask, bepred ha dreist holl, mad ann hini a garomp. Ar pez a vezo talvouduz d’ezhan a c’houlennimp, petra bennag ma c’helfe beza tenn ha poaniuz d’eomp hon unan. Kenta a dlie ann diskibien d’ober oa eta guelet pe goll pe c’hounit a rea Jezuz o pellaat dioutho, evit en em laouenaat ganthan pa anavesjent e pigne da azeza er c’hloar, enn tu deou d’he Dad. Hogen, n’her greont ket, ha sklear eo ne zonjont nemed er c’holl a ziguez gantho.

Evelato, goude ar rebech-ze leun a zouzder, Hor Zalver bepred madelezuz a ziskuez d’ann diskibien eo talvoudeg d’ezho ive ez afe digantho. Ma ne d’an