Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

enn env ha var ann douar. Petr’e zeuimp da veza pa baouezo da skuill varnomp he c’hrasou ? ha petra omp-ni evit derc’hel penn d’ezhan ?

Mes, goude ma chomfe heb skei, abalamour ma’z omp re zister, n’or bezo ket c’hoaz ar peoc’h ; rak, ann tenzor-ze ne oufe beza gant ar pec’her, non est pax impiis. Penaoz miret ouz hor c’houstianz da rebech d’eomp hon dislealdet ? Avechou, evelato, ar vouez-ze a oar tevel, ec’hiz pa ve mouget. Pa vezer eat pell aoualc’h gant hent ar fallagriez, neuze, eme ar Spered-Santel, ne rear vân euz gourdrouz ebet, cum in profundum venerit, contemnet. Goasa a oufe diguezout ganeomp eo beza dall ha bouzar evel-se ; rak, neuze ne zizroimp biken.

Mes, kaer or be ober fae euz rebechou Doue ha re ar goustianz, ne gavimp ket ar peoc’h ganeomp hon-unan ma ne zalc’homp berr var hon techou fall. Ma lezit diaoul ann avarizdet da c’hounit ho ka-