Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —


Ar peoc’h guirion.


Abenn teir guech, er gentel oc’h euz lennet, Hor Zalver a lavar d’he ziskibien : Ar peoc’h ganehoc’h. Ret eo eta e ve ar peoc’h-ze eunn dra talvouduz braz d’ann dud ; ha sant Paol, eleal, ouz he reketi d’ar gristenien genta, a zisklerie d’ezho ne c’hellomp ket koumpren priz ann tenzor-ze, exsuperat omnem sensum ; rak dioual a ra, emezhan, hor c’haloun hag hor spered diouz peb enkrez (Philip.iv,7). Mes, evit tanva ann holl douzder a zo ennhi e rankomp beza e peoc’h gant Doue, ganeomp hon-unan, ha gant ann nesa. Guelomp eta petra c’hell direiza ann em-gleo enn eil tu pe egile.

Eunn dra hebken, ar pec’hed, a vir ouzomp da veza unanet gant Doue. O pec’hi e tiskleriomp brezel d’hor mestr ha d’hor c’hrouer ; ha ret eo e vemp diskiant evit en em gemeret evel-se ouz ann Holl-c’halloudeg a zo perc’henn peb mad,